An deskiñ dre stajoù-hañv a zo unan eus an diskoulmoù evit an dud, forzh peseurt live a vehe ganto o deus c'hoant da zizoloiñ ar yezh pe mont war-raok gant ar brezhoneg en un endro vakañsoù : ha plijout a rafe deoc'h deskiñ ar yezh ha war un dro pourmen, dañsal pe kemer perzh e atalieroù a-bep-seurt ??

Ar formulenn « Pevarlamm » zo graet evit an dud c’hoant ganto deskiñ ar yezh en ur mod efedus ha fonnusoc’h evit ar c’hentelioù sizhuniek.

labour gant bugale 2

Stummadurioù spesadel a vez kavet, da skouer evit an dud a labour gant ar vugaligoù, pe evit mont war raok gant ar skrivañ pe c'hoazh evit sevel istorioù.

An deskiñ brezhoneg dre stajoù berr a zo un diskoulm a-feson etre ar c'hentelioù-noz hag ar stummadurioù hir. A-drugarez d'ar c'helenn d'an daoulamm er stummadurioù-mañ e vez desket en un doare efedus war ur prantad berr.

Klikit war an titl da welet at c'hinnigoù

Plasoù a chom c'hoazh e Gwengamp, an Henbont, Karaez, Kemper, Kemperle, Landerne, lannuon, montroulez, Naoned ( St Ervlan) ha plañvour.

Deskiñ dre ur stummadur-hir a zo an doare efedusañ evit deskiñ ar yezh.

E-touez ar re implijetañ er c’hentelioù-noz emañ Oulpan gant Nikolaz Davalan ha Ni a gomz brezhoneg gant Mark Kerrain.

Bep bloaz e vez stummet kalz a dud war ar brezhoneg dre stummadurioù hir, stajoù berr, kentelioù-noz... mes hag-eñ e ouzit ez eus tu kaout ur skoaziad evit arc’hantaouiñ ho stummadur ?

Skoazelloù ispisial a zo evit an dud c'hoant ganto dont da vezañ kelennerien divyezhek pe da labourat e brezhoneg gant ar vugaligoù...

langue poche

 

Dre ar c'hentelioù sizhuniek e c'heller kenderchell da vont war raok gant ar yezh, pe kregiñ ganti. Ar pezh a veze "gwechall" kentelioù noz a vez kavet bremañ da vareoù all, da vare merenn, diouzh ar mintin pe e fin an abardaez. Da bep hini dober e choaz.

 

Klask ur stummadur

Koumanantit da Bretons !

Koumanantit da "Bretons",
profitit eus kinnig dreistordinal DAO !

(-41%! 38€ e lec'h 64.90€)

bretons logo

War eeun dre lec'hienn bretons.bzh (kod DAO2018)
Pe o voullañ hag o kas ar fichenn amañ-stag.