An deskiñ dre stajoù-hañv a zo unan eus an diskoulmoù evit an dud, forzh peseurt live a vehe ganto o deus c'hoant da zizoloiñ ar yezh pe mont war-raok gant ar brezhoneg en un endro vakañsoù : ha plijout a rafe deoc'h deskiñ ar yezh ha war un dro pourmen, dañsal pe kemer perzh e atalieroù a-bep-seurt ?

Mont war-raok e brezhoneg... en ur vakañsiñ ! Setu ar pezh a vez kinniget get 6 framm ezel eus Deskiñ d'An Oadourien. En tu all ad 450 den o deus dibabet an doare-mañ evit mont war-raok e brezhoneg ar bloaz tremenet. Setu ur feson da zeskiñ fonnus, e-pad ur sizhunvezh hag en un en-dro vakañsoù !

18 staj a vo aozet e Breizh a-bezh e 2020 : An Oriant, Brest, Douarnenez, Karaez, Kastellin, Kemper, Kernaskleden, Plijidi, Pleurdut (56), Plistin, Roazhon,  Sant Ervlan (44) ha Sant-Marzin-war-ar Maez (29). Degemeret e vez an holl, adal al live deraouad betek al live barrek... gant ma chomo plas ! Ha perak ket mont d'ober ur staj ha lakaat ho pugel/ale d'ober ur c'hamp vakañsoù nepell ? Kit e darempred gant DAO evit gouzout hiroc'h !

 

pdfKein ar pleg-dibleg da bellgargañ amañ

 

Setu amañ da-heul listenn ar stajoù kinniget e 2020 :

 

Deiziadoù Lec'h Live(où) Aozer
Miz Even 2020
15/06>19/06/20 Enez Eusa Deraouidi Stumdi
Miz Gouere 2020
05/07>11/07/20 Kastellin Adal A2 (dre soubidigezh) KEAV
06/07-10/07/20 Douarnenez Holl liveoù Roudour
06/0710/07/20 Naoned/St Ervlan Holl liveoù Skol An Emsav - Kentelioù An Noz
06/0710/07/20 Plijidi Holl liveoù Studi ha Dudi
12/0718/07/20 Kastellin Adal A2 (dre soubidigezh) KEAV
13/07>18/07/20 Quimper Holl liveoù Roudour
20/07>24/07/20 Roazhon Holl liveoù Skol An Emsav
20/07>24/07/20 St-Martin-War-ar-Maez Holl liveoù Roudour
27/07>31/07/20 Bro Pourlet Adal B1 (dre soubidigezh) Skol An Emsav
27/07>31/07/20 An Oriant Holl liveoù Roudour
Miz Eost 2020
03/08>07/08/20 Karaez (war varc'h-houarn) Holl liveoù Roudour
10/08>14/08/20 Brest Holl liveoù Roudour
17/08>21/08/20 Karaez Holl liveoù Ar Falz
17/08>21/08/20 Plistin Holl liveoù Roudour
24/08>28/08/20 Kemper Holl liveoù Roudour
24/08>28/08/20 Lesneven Holl liveoù Roudour
Miz Gwengolo 2020
21/09>25/09/20 Enez Eusa Deraouidi Stumdi

Klask ur stummadur

Koumanantit da Bretons !

Koumanantit da "Bretons",
profitit eus kinnig dreistordinal DAO !

(-41%! 38€ e lec'h 64.90€)

bretons logo

War eeun dre lec'hienn bretons.bzh (kod DAO2018)
Pe o voullañ hag o kas ar fichenn amañ-stag.