•  C’hoant hon eus e kemerfe  Rannvro  Breizh an engouestl  da dizhout palioù a-gammedoù evit ma c’hallo ar brezhoneg adkavout ur statud yezh kehentiñ e kevredigezh Breizh.
  • Gant gerioù all e rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».
  • C’hoant hon eus e vefe termenet palioù uhelek evit a sell ouzh  an niver a dud deuet stummet.
  • Abalamour d’ar blegenn ziaes m’emañ ar yezh e rank ar Rannvro postañ arc’hant bras en deskadurezh, evit ar skolidi evel evit an dud deuet. Rankout a ra asantiñ ober strivoù bras war dachenn an arc’hant e-pad an 50 vloaz da zont evit advuhezekaat ar yezh.
  • War-dro 2€ dre annezad e tispign Rannvro Breizh evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7.5 € ha Katalonia 21 €. Kreñvaet en deus ar C’huzul-rannvro e vudjed evit ar brezhoneg dek vloaz zo. N’emañ ket ar budjed-se avat evit respont d’ar pezh a c’hortozomp evit saveteiñ ar yezh er gevredigezh hag evit tizhout 30 % eus ar yezherien er boblañs.

Klask ur stummadur

Koumanantit da Bretons !

Koumanantit da "Bretons",
profitit eus kinnig dreistordinal DAO !

(-41%! 38€ e lec'h 64.90€)

bretons logo

War eeun dre lec'hienn bretons.bzh (kod DAO2018)
Pe o voullañ hag o kas ar fichenn amañ-stag.