Bep bloaz e vez stummet kalz a dud war ar brezhoneg dre stummadurioù hir, stajoù berr, kentelioù-noz... mes hag-eñ e ouzit ez eus tu kaout ur skoaziad evit arc’hantaouiñ ho stummadur ?
Deuet eo er-maez pleg-dibleg 2015 an doareoù deskiñ hag ar skoazelloù arc'hant ! Kinnig a ra an holl skoazelloù ez eus tu kaout hervez statud pep hini (goprad, den dilabour...).
Kit e darempred gant D.A.O. evit gouzout hiroc’h pe kaout ur skouerenn
- dre fichenn darempred al lec'hienn
- dre lizher : DAO - 6 plasenn Gwirioù Mab-den - 29270 Karaez
- Gallout a rit ivez pellgargañ ar pleg-dibleg e stumm pdf amañ.
2015 : taol-lañs ar CPF
- Ar CPF a zo ar doare arc'hantaouiñ nevez. Kemer a ra plas an DIF. Kelaouiñ a reomp ac'hanoc'h war ar mod-ober evit tennañ gounid deusoutañ amañ.
- Levrig desk-skoazell evit dont da vezañ kelenner divyezhek, da bellgargañ amañ.