An deskiñ dre stajoù-hañv a zo unan eus an diskoulmoù evit an dud, forzh peseurt live a vehe ganto o deus c'hoant da zizoloiñ ar yezh pe mont war-raok gant ar brezhoneg en un endro vakañsoù : ha plijout a rafe deoc'h deskiñ ar yezh ha war un dro pourmen, dañsal pe kemer perzh e atalieroù a-bep-seurt ?
Mont war-raok e brezhoneg... en ur vakañsiñ ! Setu ar pezh a vez kinniget get 6 framm ezel eus Deskiñ d'An Oadourien. Setu ur feson da zeskiñ fonnus, e-pad ur sizhunvezh hag en un en-dro vakañsoù !
18 staj a vo e Breizh a-bezh : An Intel, An Oriant, An Henbont, Brest, Enez Eusa, Karaez, Kastellin, Kemper, Konk-Kerne, Lesneven, Bro Daoulaz, Plistin, Pont-'n-Abad, Roazhon, Sant Ervlan (44). Degemeret e vez an holl, adal al live deraouad betek al live barrek... gant ma chomo plas ! Kit e darempred gant DAO evit gouzout hiroc'h !
Pleg-dibleg da bellgargañ amañ
Setu amañ da-heul listenn ar stajoù kinniget e 2022 :
Deiziadoù |
Lec'h | Perzhioù dibar | Live(où) | Aozer |
Miz Even 2022 | ||||
13/06>17/06/22 |
Enez Eusa |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Deraouidi | Stumdi |
Miz Gouere 2022 | ||||
10/07>16/07/22 | Kastellin |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Adal A2 | KEAV |
11/07>15/07/22 | Pont-'n-Abad | War droad | Holl liveoù | Roudour |
11/07>15/07/22 | Naoned/St Ervlan |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
B2 - C1 | Skol An Emsav - Kentelioù An Noz |
11/07>15/07/22 | Naoned/St Ervlan |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Deraouidi>B1 | Skol An Emsav - Kentelioù An Noz |
17/07>23/07/22
|
Kastellin |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Adal A2 | KEAV |
18/07>22/07/22 | Roazhon | Holl liveoù | Skol An Emsav | |
25/07>29/07/22 | Bro Daoulaz | War droad | Holl liveoù | Roudour |
25/07>30/07/22 | An Oriant | Holl liveoù | Roudour | |
Miz Eost 2022 | ||||
01/08>05/08/22 | Kreiz-Breizh | war varc'h-houarn | Adal A2 | Roudour |
08/08>12/08/22 | An Intel | war varc'h-houarn | Adal A2 | Roudour |
08/08>12/08/22 | Brest | Holl liveoù | Roudour | |
15/08>19/08/22 | Karaez |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Holl liveoù | Ar Falz |
16/08>19/08/22 | Plistin | Holl liveoù | Roudour | |
16/08>19/08/22 | Konk Kerne | Holl liveoù | Roudour | |
22/08>26/08/22 | Lesneven | Holl liveoù | Roudour | |
22/08>26/08/22 | Kemper | Holl liveoù | Roudour | |
22/08>26/08/22 | An Henbont | Holl liveoù | Roudour | |
Miz Gwengolo 2022 | ||||
12/09>16/09/22 enskrivañ a raok ar 17/07 |
Enez Eusa |
Soubidigezh Gant bod ha boued |
Deraouidi | Stumdi |