- C’hoant hon eus e kemerfe Rannvro Breizh an engouestl da dizhout palioù a-gammedoù evit ma c’hallo ar brezhoneg adkavout ur statud yezh kehentiñ e kevredigezh Breizh.
- Gant gerioù all e rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».
- C’hoant hon eus e vefe termenet palioù uhelek evit a sell ouzh an niver a dud deuet stummet.
- Abalamour d’ar blegenn ziaes m’emañ ar yezh e rank ar Rannvro postañ arc’hant bras en deskadurezh, evit ar skolidi evel evit an dud deuet. Rankout a ra asantiñ ober strivoù bras war dachenn an arc’hant e-pad an 50 vloaz da zont evit advuhezekaat ar yezh.
- War-dro 2€ dre annezad e tispign Rannvro Breizh evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7.5 € ha Katalonia 21 €. Kreñvaet en deus ar C’huzul-rannvro e vudjed evit ar brezhoneg dek vloaz zo. N’emañ ket ar budjed-se avat evit respont d’ar pezh a c’hortozomp evit saveteiñ ar yezh er gevredigezh hag evit tizhout 30 % eus ar yezherien er boblañs.