Al levrig embriziañ
Savet eo al levrig embriziañ diwar skouer skeul Portfolio Europa hag azasaet ouzh ar brezhoneg gant labour ur strollad kelennerien. Reiñ a ra tu d’an deskarded gwelet sklaer petra eo o live e 5 barregezh : lenn, selaou, skrivañ, kemer perzh en ur pennad-kaoz ha komz dibaouez. 6 live (s.o. kael al liveoù) zo tu da dizhout : A1 (dizoleiñ), A2 (etre), B1 (treuz), B2 (barrek), C1 (emren) ha C2 (mestroniañ).