Pep deskard a dremen an DBY (Diplom Barregezh war ar Yezh). Un diplom stad an hini eo.
Ur wech tremenet an arnodenn e vez roet d’an dud un diplom o venegiñ unan eus pemp live Portfolio Europa ar Yezhoù (etre A2 da C1).
Ar pal a zo lakaat da dalvezout al live barregezh war ar brezhoneg en Europa a-bezh hag en un en-dro micherel.
Ar frejoù enskrivadur d’an DBY a vez kemeret e karg gant Rannvro Breizh.