http://www.dao-bzh.org

 logo ar redadeg daodaf

DaoDaf', setu an anv dibabet evit malizenn bedagogel DAO !

Ur bodad 'neus labouret start e-pad ur bloaz gant ur stal a-vicher a-benn kinnig ur benveg efedus, plijus hag aes da implijout. Hiziv e kaver dija ouzhpenn 150 fichenn er valizenn !
Kinniget eo an dafar dre liveoù ha dre varregezhioù. Gellout e rit ivez tizhout an dafar dre gerioù alc'hwez. Liesseurt eo ar c'hinnig : traoù da selaou ha da sellet gant fichennoù da-heul, c'hoarioù, kartennoù da zidroc'hañ, poelladennoù, traoù da lenn...

En linenn abaoe distro-skol 2015

Dav eo d'ar frammoù kelenn bezañ koumanantet evit digeriñ an implij d'he holl gelennerien. Ar c'houmanant zo bet lakaet da 50€ evit ar frammoù ezel ha da 150€ evit ar re n'int ket ezel.

Tro Breizh DaoDaf' a oa bet aozet en distro-skol evit kinnig ar benveg ha displegañ e vont-en-dro.

chk dao

Trugarez d'Ar redadeg !

A-drugarez da skoazell Ar Redadeg omp bet gouest da ginnig un ostilh nevez-mañ.

Klask ur stummadur

Koumanantit

Koumanantit, profitit eus kinnigoù ispisial evit DAO !

"Bretons"

(-41%! 38€ e lec'h 64.90€)
War eeun dre lec'hienn bretons.bzh (kod DAO2018)
Pe o voullañ hag o kas ar fichenn amañ-stag.

bretons logo