E berr gomzoù
Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, ur pemp ha tregont a framm a zo bodet enni e Breizh a-bezh ha ledanoc'h c'hoazh.
5000 Deskidi
3200 Dre kentelioù sizhuniek
380 Dre stummadurioù hir
80 Stummerien
War dro 5000 den deuet en oad a vez o teskiñ brezhoneg hiziv an deiz. Lod bras anezho a vez gant kentelioù sizhuniek, war dro 3200 den enskrivet.
En tu all da 500 den a ya da heuliañ ur staj ur sizhunvezh ha 900 ur staj un devezh pe un dibenn-sizhun.
Ar stummadurioù hir a ra berzh muioc'h mui. 380 den a oa bet o teskiñ ar yezh e-pad 6 pe 9 miz er bloavezh-skol 2016-2017. Al lodenn vrasañ eus an dud-mañ o vezañ en ur prantad dilabour hag o stummadur kemeret e-karg gant Rannvro Breizh.
sample74
br L'emploi et l'enseignement du breton
Le domaine de l'enseignement du breton aux adultes représente également un poids important en termes d'emploi puisqu'on compte près de 100 postes de travail pour un équivalent de 70 temps pleins. Les formateurs professionnels sont au nombre de 80 pour 60 ETP.
Stummañ 5000 brezhoneger deut d’o oad bep bloaz
sample38
Stummañ ar stummerien
Bed ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet en deus ivez ur pouez da geñver bed al labour pa gonter tost 100 post labour evit 80 TLA (Talvoudegezh Leun Amzer). Kavet e vez war dro 80 stummer-ez a-vicher evit 60 TLA. Dougen a reomp ur raktres diorren evit hor zachenn micher, evel displeget en teul-mañ. Ar pal zo stummañ 5000 den deuet d'an oad bep bloaz ac'hann da 15 vloaz, ur sapre difi, met soñjal a ra deomp ne c'heller ket tremen hebiou evit reiñ en dro e blas d'ar brezhoneg er gevredigezh. Emaomp da vat o labourat gant Skol-Veur Roazhon II evit lakaat e-plas ur stummadur stummerien brezhoneg da geñver ar raktres-mañ.