3 linenn-stur
Sevel an diazezoù d’ar c’helenn brezhoneg a-benn kaout ur gevredigezh divyezhek e fin an XXIvet kantved.
Stummañ 5000 den ar bloaz, ac’hann da 15 vloaz
N’eo ket trawalc’h lâret hag adlâret e fell deomp kaout ur gwir divyezhegezh e kevredigezh Breizh evit lakaat an traoù da zont da vezañ gwir. Ret eo bremañ mont pelloc’h war zu ur gwir bolitikerezh yezh oc'h embann hep tortal doareoù ha sammadoù, palioù sklaer gant sifroù, un deiziadur…
Daoust d’ar bolitikerezh-mañ kaout palioù uhel e rank chom stag ouzh gwirvoud an dachenn. Setu ma c’hello evit kregiñ lakaat da bal nevesaat ar vrezhonegerien a zo bremañ a-raok en em harpañ war an nerzh hag an ostilhoù krouet da vont war zu ur gevredigezh divyezhek.
Nevesaat ar vrezhonegerien a-vremañ a dalvez dont a-benn da stummañ 5000 den ar bloaz, ac’hann da 15 vloaz, da lâret eo kreskiñ tamm ha tamm evit bezañ gouest da stummañ kement a dud.
Sevel un endro tuet mat da ziorren ar brezhoneg dre ar c’helenn d’an dud deuet.
Ne c’heller ket tremen e-biou ar c’helenn d’an dud deuet evit dont a-benn da ziorren ar yezh
Evel just ne c’hello ket ar c’helenn d’an dud deuet bezañ an doare nemetañ el luskadmañ da ziorren ar yezh, ret e vo ivez kenderc’hel gant ar striv war zu ar re yaouankañ.
Padal ne c’heller ket tremen e-biou ar c’helenn d’an dud deuet evit dont a-benn da saveteiñ ar yezh. En tu all da stummañ yezherien e tegas ar c’hondisionoù da gadarnaat un endro tuet da skignañ ha da stabilaat ar yezh.
Gouzout a reer bremañ ne c’hell ar c’helenn d’ar vugale bezañ efedus nemet ma kav ar vugale-se un endro brezhonek e diavaez d'ar skol. Ret eo d’ar vugale gellet kaozeal gant tud gour ivez.
Sevel ur c’hehenterezh uhelek da vroudañ d’an divyezhegezh.
Brudañ skeudenn ar yezh hag he dalvoudegezh sokial.
Ma vez asantet gant ar muiañ niver a vreizhiz d’ur gevredigezh divyezhek, e ranker memestra kas da benn ur c’hehenterezh da lakaat an dud da vont da zeskiñ ar yezh.
En tu all d’ur strategiezh sklaer evit ar stummañ, ar c’hehenterezh war skeudenn ar yezh hag he dalvoudegezh sokial a ranko bezañ kaset dre ur c’henlabour etre bed ar brezhoneg tro dro d’ar C’huzul Rannvro ha da Ofis Publik Ar Brezhoneg – ar framm a zeblant bezañ a zere evit bezañ e penn ar jeu war an dachenn-mañ.