Kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet eo DAO, un daou ugent a framm a zo bodet enni e Breizh a-bez ha ledanoc'h c'hoazh.

War dro 5000 den deuet en oad a vez o teskiñ brezhoneg hiziv an deiz. Lod bras anezho a vez gant kentelioù sizhuniek, war dro 3200 den enskrivet. En tu all da 500 den a ya da heuliañ ur staj ur sizhunvezh ha 900 ur staj un devezh pe un dibenn-sizhun. Ar stummadurioù hir a ra berzh muioc'h mui. 380 a vez o teskiñ ar yezh e-pad 6 pe 9 miz. Al lodenn vrasañ eus an dud-mañ o vezañ en ur prantad dilabour hag o stummadur kemeret e-karg gant Rannvro Breizh.

Bed ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet en deus ivez ur pouez da geñver bed al labour pa gonter tost 100 post labour evit 80 TLA (Talvoudegezh Leun Amzer). Kavet e vez war dro 80 stummer-ez a-vicher evit 60 TLA. 

Dougen a reomp ur raktres diorren evit hor zachenn micher, evel displeget en teul-mañ. Ar pal zo stummañ 5000 den deuet d'an oad bep bloaz ac'hann da 15 vloaz, ur sapre difi met soñjal a ra deomp ne c'heller ket tremen hebiou evit reiñ en dro e blas d'ar brezhoneg er gevredigezh.

War hol lec'hienn Internet e vez kinniget poelladennoù evit an deskidi hag ivez a-bep seurt titouroù evit an dud c'hoant ganto deskiñ ar yezh.
Bep bloaz e savomp priziadennoù a vez kinniget gant ar frammoù d'an deskidi, dezho da verzhout an araokadennoù o deus graet e-kerz ur bloavezh-skol.
Embannet e vez ganeomp skoroù brudañ evit tout an dud.
Lakaet e vez dafar pedagogel e-kerzh ar gelennerien dre DAOdaf', ar valizenn bedagogel en linenn, a oa bet arc'hantaouet gant Ar Redadeg e 2014.
Ul label a vez roet d'ar c'hevredigezhioù a lak e pleustr karta ar c'hentelioù brezhoneg. Dre al label-mañ e c'hell an dud gouzout e vez kinniget kentelioù a-feson gant ar frammoù ezel eus DAO
Hag evit echuiñ, gant DAO e vez aozet bep bloaz Ar C'hwiz, ur c'hoari goulennoù e brezhoneg diazezet war ar sevenadur dre vras.

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXIvet kantved

Ar strategiezh-diorren-mañ zo bet prederiet gant ar rouedad DAO da geñver un ambroug arc’hantaouet gant DLA Penn Ar Bed

War zu ur gevredigezh divyezhek e fin an XXIvet kantved

C’hoant hon eus e kemerfe Rannvro Breizh an engouestl da dizhout palioù a-gammedoù evit ma c’hallo ar brezhoneg adkavout ur statud yezh kehentiñ e kevredigezh Breizh.
Lakaat palioù sokioyezhoniel

En e renkadur e soñj d’an UNESCO e vez ur yezh en arvar pa ne vez ket komzet ar yezh-se Gant ouzhpenn 30% eus tud ur rumm oad.


War dachenn ar stummañ d’an dud deuet e soñj deomp eo dav lakaat palioù war an niver a dud stummet er 15 vloaz a zeu.

Ur raktres : Ober a-seurt ma vo prest ar gevredigezh d’ en em lakaat er jeu.

E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù he deus gouzañvet skeudenn ar brezhoneg efedoù ur politikerezh droukprezeg e-touez an dud e Breizh. Stourmet ez eus bet ouzh an ober gant ar yezh, an treuzkas anezhi gant ar republikoù a bep seurt. Ar Vretoned o deus ur skeudenn bozitivel eus ar yezh-se hiziv met n'eo ket niverus a-walc'h ar re a ra gant ar yezh-se pe o teskiñ anezhi a-benn he saveteiñ.

 

Dleout a ra ar Rannvro hag ar Stad, a-fet skeudenn, dresañ an dismantroù degaset gant politikerezh ar Stad-kreiz evit a sell ouzh diforc'hidigezh ar yezhoù e-pad ouzhpenn ur c’hantved, en ur grouiñ ul luskad evit lakaat tud a-leizh da duañ don gant bezañs, implij ha deskerezh ar brezhoneg e kevredigezh Breizh.

 

Goulenn a reomp digant Rannvro Breizh reiñ lusk da ziorren koulzadoù evit brudañ ar yezh ha kas raktres ur gevredigezh divyezhek war-raok. Hollbouezus eo lakaat an dud da deuler ur sell yaus war amzer da zont ar brezhoneg, war an implij anezhañ er vuhez pemdez (war verr dermen).

Evit-se e ranker ober gant ar binvioù kehentiñ efedusañ ha modernañ evel ar mediaoù klewelet ha teknologiezhioù nevez ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TNKK).

 

Ret eo ivez kreñvaat ar c’houlzadoù evit broudañ an dud da zeskiñ ar yezh, implijout ha treuzkas anezhi.

Evit lakaat niver ar yezherien deuet d’o oad da greskiñ da vat.

Diazezet eo hor c’hinnigoù evit kreñvaat stummerezh ar yezherien deuet d’o oad war pennaennoù ha gwirioù hollvedel termenet gant ar c’henemglevioù etrebroadel evel Disklêriadur hollvedel ar gwirioù yezhel.

Gant gerioù all e rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep
Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».

War-dro 2€ dre annezad e tispign Rannvro Breizh evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7.5 € ha Katalonia 21 €. Kreñvaet en deus ar C’huzul-rannvro e vudjed evit ar brezhoneg dek vloaz zo. N’emañ ket ar budjed-se avat evit respont d’ar pezh a c’hortozomp evit saveteiñ ar yezh er gevredigezh hag evit tizhout 30 % eus ar yezherien er boblañs.

Hiziv an deiz eo ret lakaat e-plas ur gwir steñv-mallus gant ar Rannvro evel-just met ivez an holl strollegezhioù lec'hel hag ar Stad  ma fell deomp e vefe brezhoneg c'hoazh e genoù ar remziadoù a zeu! Dav eo chom a-sav eta gant ar politikerezh ambroug d'ar marv a zo anezhi bremañ ha mont da-vat gant ur politikerezh saveteiñ ha diorren hor yezh.

Setu ma rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».

Bommoù “Disklêriadur hollvedel ar gwirioù yezhel”.

Mellad 8

1. Pep kumuniezh yezhel he deus gwir da aozañ ha da verañ he feadra evit asuriñ an implij eus he yezh war holl dachennoù ar vuhez sokial.
2. Pep kumuniezh yezhel he deus gwir da gaout ar pezh he deus ezhomm evit asuriñ treuzkas ha padusted he yezh.

Mellad 24

Pep kumuniezh yezhel he deus gwir da zivizout ar pezh a c’haller ober gant he yezh, evel kenyezh hag evel pal studiadennoù, ha kement-se en holl liveoù eus an deskadurezh en he bro : deskadurezh rakskol, kentañ derez, eil derez, deskadurezh teknikel ha micherel, deskadurezh skol-veur ha stummañ evit an dud deuet.

Mellad 26

Pep kumuniezh yezhel he deus gwir d’un deskadurezh evit ma c’hallo he holl izili dont a-benn da vestroniañ penn-da-benn o yezh e doare da c’hallout implijout anezhi en holl dachennoù obererezhioù, ha ma c’hallint ivez dont a-benn da vestroniañ kement yezh all o deus c’hoant da zeskiñ.

3 linenn-stur

Sevel an diazezoù d’ar c’helenn brezhoneg a-benn kaout ur gevredigezh divyezhek

N’eo ket trawalc’h lâret hag adlâret e fell deomp kaout ur gwir divyezhegezh e kevredigezh Breizh evit lakaat an traoù da zont da vezañ gwir. Ret eo bremañ mont pelloc’h war zu ur gwir bolitikerezh yezh oc'h embann hep tortal doareoù ha sammadoù, palioù sklaer gant sifroù, un deiziadur…. Daoust d’ar bolitikerezh-mañ kaout palioù uhel e rank chom stag ouzh gwirvoud an dachenn.
Setu ma c’hello evit kregiñ lakaat da bal nevesaat ar vrezhonegerien a zo bremañ a-raok en em harpañ war an nerzh hag an ostilhoù krouet da vont war zu ur gevredigezh divyezhek.
Nevesaat ar vrezhonegerien a-vremañ a dalvez dont a-benn da stummañ 5000 den ar bloaz, ac’hann da 15 vloaz, da lâret eo kreskiñ tamm ha tamm evit bezañ gouest da stummañ kement a dud.

Sevel un endro tuet mat da ziorren ar brezhoneg dre ar c’helenn d’an dud deuet.

Evel just ne c’hello ket ar c’helenn d’an dud deuet bezañ an doare nemetañ el luskad-mañ da ziorren ar yezh, ret e vo ivez kenderc’hel gant ar striv war zu ar re yaouankañ.
Padal ne c’heller ket tremen e-biou ar c’helenn d’an dud deuet evit dont a-benn da saveteiñ ar yezh. En tu all da stummañ yezherien e tegas ar c’hondisionoù da gadarnaat un endro tuet da skignañ ha da stabilaat ar yezh.
Gouzout a reer bremañ ne c’hell ar c’helenn d’ar vugale bezañ efedus nemet ma kav ar vugale-se un endro brezhonek e diavaez d'ar skol. Ret eo d’ar vugale gellet kaozeal gant tud gour ivez.

Sevel ur c’hehenterezh uhelek da vroudañ d’an divyezhegezh.

Ma vez asantet gant ar muiañ niver a vrezhiz d’ur gevredigezh divyezhek, e ranker memestra kas da benn ur c’hehenterezh da lakaat an dud da vont da zeskiñ ar yezh.
En tu all d’ur strategiezh sklaer evit ar stummañ, ar c’hehenterezh war skeudenn ar yezh hag he dalvoudegezh sokial a ranko bezañ kaset dre ur c’henlabour etre bed ar brezhoneg tro dro d’ar C’huzul Rannvro ha da Ofis Publik Ar Brezhoneg – ar framm a zeblant bezañ a zere evit bezañ e penn ar jeu war an dachenn-mañ.

Ur stragegiezh war 4 lodenn.

1- Kreñvaat frammañ hentenn ar c’helenn d’an dud deuet

Ma rank ur strategiezh e giz-se bezañ douget en un doare fraez ha sklaer eo ret ivez kaout evit al lodenn war ar c'helenn ur framm a vo e penn an traoù, ha d’ar framm-mañ bezañ anavezet e berzh. Hentad ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet en deus gant Deskin d'An Oadourien (DAO) ul lec’h a-stroll ha derc’houezus evit labourat. Kavet e vez an derc’houezusted-mañ er c’hinnig strategiezh diorren-mañ , met ivez er pennaennoù embannet gant ar gengevredigezh DAO, dreist holl :

Mont war zu ur mod-ober labelizet, harpet dija war diazezoù ur garta, micherelaat, implij portfolio europat ar yezhoù...

Ober a-seurt ma vo ur c’hinnig kentelioù-stummadurioù war Breizh a-bezh ha ma c’hello an holl re a ginnigo ur oberenn stummañ kaout ur mont-en-dro yac’h da geñver an arc’hant.

En em aozañ dre diriadoù, evit bezañ gouest da skoazellañ ar c’hevredigezhioù lec’hel a gas ar c'hentelioù sizhuniek gant kelennerien a-youl vat (kelennerien, ostilhoù, micherelaat,...).

Poellek eo eta e vefe sturiet ar strategiezh-mañ da ziorren ar c’helenn brezhoneg d’an dud deuet gant DAO. Dav vo kreñvaat he mont-en-dro eta, ma vo gouest da zougen ar strategiezh-mañ, an dafar, hag an obererezhioù stag da greskiñ an niver a zeskidi. Talvezout a ra e vo da gaout pe da grouiñ:

ur gouarnerezh nevesaet hag azasaet d’ar palioù.

Bodadoù labour ha komisionoù a vodo izili DAO hag ivez pa vo ezhomm, kevelerien all dedennet gant ar raktresoù. Dre ar c’henlabour-mañ e teuio da vezañ gwir da vat ar mennozh a hentenn, dre eskemm selloù ha soñjoù ar re a ginnig stummadurioù, ar re a c’houlenn anezho, ar re a heuilh anezho hag ar gevelerien….

Ur c’harg renerezh stabilaet

Ur post kargad a bedagogiezh.

Stummañ ar stummerien da zont

A bouez-ruz eo al lodenn-mañ en hor strategiezh :

  • Ar pal stummañ 5000 yezher bep bloaz ac’hann da 15 vloaz ne c’hell ket bezañ tizhet gant an niver a stummerien a zo bremañ er rouedad, dav e vo tuta ha stummañ eta.
  • Stummadur ar stummerien a zegaso d’ar rouedad ur sell ledanoc’h ha poellekoc’h eus ar yezh, eus ur gevredigezh divyezhek d’an hentad a-bezh.

Ar youl hon eus da sevel ur gwir stummadur stummer-ez brezhoneg d'an dud deuet, o kenlabourat gant Skol-Veur roazhon II hag ar c’hreizennoù stummañ a zo anezho c'hoazh. Ar pal hon eus da ginnig ur stummadur a gaso d’un diplom, a c’hello bezañ un opsion eus an aotregezh micherel FCIS (Formateur-conseil indépendant ou salarié) kinniget gant Skol Veur Roazhon. Dav vo en dazont lakaat da daveeniñ ar vicher « stummer war ar brezhoneg d’an oadourien »..

Diazezet eo ar stummadur war 2 varregezh :

  • Donaat mestroni ar yezh, al lodenn-mañ o vezañ fiziet e stummerien ar c’hreizennoù-stummañ ezel eus DAO.
  • Ar stummadur pedagogel d’ar vicher stummer d’an oadourien, harpet war ar pezh a vez kinniget gant ar Skol-Veur.

9 miz e pad ar stummadur-mañ evit tud tizhet ganto al live B2 da vihanañ da vare an tuta kentañ.


400 kelenner vo dav kaout a-benn 15 vloaz evit gellet stummañ 5000 yezher ar bloaz.:

  • 320 stummer nevez da stummañ da lâret eo 22 stajiad ar bloaz. Ar stajidi-mañ a c’hello dont eus ar stummadurioù hir kinniget gant hor rouedad pe eus an dud bezañ heuliet o maread skol en un hentad divyezhek pe Diwan.
  • 60 stummer a-vicher a zo dija war al labour, d’ar re-mañ e vo dav kinnig kreñvaat o barregezhioù ivez.

Brasjedet hon eus koust ar stummadur-mañ da 4300€/stajiad er bloavezh 15 (3750€ ar bloavezh gentañ). Dav e vo arc’hantaouiñ ar c’houst-mañ hogozik en un doare hiniennel met en ur stern marc’hataet etre ar Rannvro, ar Stad, an OPCAoù (evit ar stajidi e stummadur dibaouez, CIF...).

Mat e vo digeriñ ar stignadoù Skoazell ha Desk a-benn desachañ tud war zu ar vicher stummer brezhoneg. O kemer skwer war ar stignadoù Skoazell ha Desk Kelenn pe bugaligoù hag o ac’hantaouiñ stummadur ar stummerien da zont e koustfe 235.000€ er bloavezh 15 ha 3.3 milion war 15 vloaz.

Lakaat ar pouez war ar stummadurioù hir

War ar stummadurioù hir e fell da rouedad DAO lakaat ar pouez er strategiezh-mañ

Kinniget e vez ar stummadurioù-se c'hoazh gant kreizennoù stummañ ezel eus DAO.

Kas a reont an dud da vestroniañ ar yezh koulz dre gomz ha dre skrid en ur ober 1200 eurvezh war 9 miz

3 abeg pennañ d’an dibab-mañ :

  • Ar skiant-prenet a ziskouez eo an hentenn-mañ an hini efedusañ da gelenn ar yezh,
  • klotañ a reont gant ezhommoù ha redioù an dud da geñver an amzer e c’hellont gouestlañ da zeskiñ ar yezh
  • Meur a zoare a vez da arc’hantouiñ anezho hervez statud an dud (Rannvro pe Pol Implij evit an dud dilabour, OPCA).

 

 

War pal a 5000 den stummet bep bloaz ac’hann da 15 vloaz e vefe 4500 den stummet dre an hentenn-mañ.

 

Dont a-benn da stummañ 4500 den ar bloaz dre ar stummadurioù hir a dalvez :

  • Ur c’hresk etre 15 % hag 20 % bep bloaz,
  • Ur c’houst brasjedet a 31,5 milion a euroioù er bloavezh 15.

 

Ledanaat ar c’hinnig : ar stummadurioù Pevarlamm

Evit an dud ne c’hellont ket heuliañ ur stummadur hir
Ar pal : stummañ 500 brezhoneger bep bloaz dre an hentad Pevarlamm.

Daoust d’an niver a dud stummet bep bloaz (500) er bloavezh 15, bezañ izel a-walc’h, talvezout a ra memestra da gaout 2200 den enskrivet war ar 4 bloaz a ra ar c’hursus.

Ouzhpenn d’ar stummadurioù hir e fell da rouedad DAO diorren an hentennoù Pevarlamm. Ar formulenn-mañ a c’hell bezañ un diskoulm evit an dud ne c’hellont ket mont war ur stummadur 6 pe 9 miz.

Kinniget e vez dija ar c’hursus-mañ gant izili ‘zo eus DAO, gant stummerien a-vicher.

Diazezet eo ar stummadur war 3 eurvezh ar sizhun, 5 devezh hag ur sizhunvezh staj, da lâret eo 160 eurvezh ar bloaz, war 4 bloaz.

Gant ar c’hoant ledannat ar c’hinnig e fell deomp diorren an hentennoù Pevarlamm. Evit respont da ezhommoù disheñvel, ha/pe da c’hoantoù pe barregezhioù  hinienneloc'h.

Dre ma n’eo ket ken pounner aozadur ar c’hursus Pevarlamm, e c’hello muioc’h a izili eus DAO kemer perzh  er strategiezh diorren. E giz-se e vo ur c’hinnig klokoc’h ivez da geñver an tiriadoù.

War ar 5000 yezher nevez stummet bep bloaz a-benn 15 vloaz e vefe eta 500 a zeufe eus an hentenn Pevarlamm.

Kresk an niver a zeskidi betek stummañ 500 den er bloavezh 15 a zegaso ur c’houst brasjedet a 3,6 milion a euroioù er pempzekvet bloavezh evit 2240 stajiad war pevar bloavezh ar c’hursus.

 

Ar c’houst-mañ vo da vezañ kemeret e-karg gant an deskidi evit ul lodenn  gant ar strollegezhioù lec’hel hag ar Stad evit ul lodenn all.

 

Perzh Kuzul Rannvro Breizh a c’hellfe bezañ da skouer 100€ dre zeskad ha dre bloavezh evel ma vez graet gant Departamant Penn Ar Bed. 

 

Gant ar perzh-mañ e savfe ar c’houst dre vras da 255.000€ ar bloaz evit ur sammad a 1,8 milion € war 15 bloaz.

Kenderc’hell gant ar c’hentelioù sizhuniek


Ne vez graet anv amañ nemet eus ar stummadurioù hir hag eus an hentenn Pevarlamm, daoust da se eo sklaer evidomp e ranker kenderc’hell da ginnig ha da ziorren ar c’hentelioù sizhuniek hag ar stajoù berr. Aze e vez graet ar c’hammedoù kentañ war hent ar yezh gant kalz a vrezhonegerien ha chom a ra ar c’hinnigoù-mañ a-bouez kenañ e bed ar c’helenn brezhoneg war Breizh a-bez.

 

Ar strategiezh-diorren-mañ zo bet prederiet gant ar rouedad DAO da geñver un ambroug arc’hantaouet gant DLA Penn Ar Bed.
ajouter logos partenaires