6 plasenn Gwirioù Mab-Den
Ti ar Vro
29270 KARAEZ
09 51 82 37 29 degemer@dao.bzh
War dro 5000 den deuet en oad a vez o teskiñ brezhoneg hiziv an deiz. Lod bras anezho a vez gant kentelioù sizhuniek, war dro 3200 den enskrivet. En tu all da 500 den a ya da heuliañ ur staj ur sizhunvezh ha 900 ur staj un devezh pe un dibenn-sizhun. Ar stummadurioù hir a ra berzh muioc'h mui. 380 a vez o teskiñ ar yezh e-pad 6 pe 9 miz. Al lodenn vrasañ eus an dud-mañ o vezañ en ur prantad dilabour hag o stummadur kemeret e-karg gant Rannvro Breizh.
Bed ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet en deus ivez ur pouez da geñver bed al labour pa gonter tost 100 post labour evit 80 TLA (Talvoudegezh Leun Amzer). Kavet e vez war dro 80 stummer-ez a-vicher evit 60 TLA.
Dougen a reomp ur raktres diorren evit hor zachenn micher, evel displeget en teul-mañ. Ar pal zo stummañ 5000 den deuet d'an oad bep bloaz ac'hann da 15 vloaz, ur sapre difi met soñjal a ra deomp ne c'heller ket tremen hebiou evit reiñ en dro e blas d'ar brezhoneg er gevredigezh.
En e renkadur e soñj d’an UNESCO e vez ur yezh en arvar pa ne vez ket komzet ar yezh-se Gant ouzhpenn 30% eus tud ur rumm oad.
War dachenn ar stummañ d’an dud deuet e soñj deomp eo dav lakaat palioù war an niver a dud stummet er 15 vloaz a zeu.
E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù he deus gouzañvet skeudenn ar brezhoneg efedoù ur politikerezh droukprezeg e-touez an dud e Breizh. Stourmet ez eus bet ouzh an ober gant ar yezh, an treuzkas anezhi gant ar republikoù a bep seurt. Ar Vretoned o deus ur skeudenn bozitivel eus ar yezh-se hiziv met n'eo ket niverus a-walc'h ar re a ra gant ar yezh-se pe o teskiñ anezhi a-benn he saveteiñ.
Dleout a ra ar Rannvro hag ar Stad, a-fet skeudenn, dresañ an dismantroù degaset gant politikerezh ar Stad-kreiz evit a sell ouzh diforc'hidigezh ar yezhoù e-pad ouzhpenn ur c’hantved, en ur grouiñ ul luskad evit lakaat tud a-leizh da duañ don gant bezañs, implij ha deskerezh ar brezhoneg e kevredigezh Breizh.
Goulenn a reomp digant Rannvro Breizh reiñ lusk da ziorren koulzadoù evit brudañ ar yezh ha kas raktres ur gevredigezh divyezhek war-raok. Hollbouezus eo lakaat an dud da deuler ur sell yaus war amzer da zont ar brezhoneg, war an implij anezhañ er vuhez pemdez (war verr dermen).
Evit-se e ranker ober gant ar binvioù kehentiñ efedusañ ha modernañ evel ar mediaoù klewelet ha teknologiezhioù nevez ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ (TNKK).
Ret eo ivez kreñvaat ar c’houlzadoù evit broudañ an dud da zeskiñ ar yezh, implijout ha treuzkas anezhi.
Gant gerioù all e rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep
Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».
War-dro 2€ dre annezad e tispign Rannvro Breizh evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7.5 € ha Katalonia 21 €. Kreñvaet en deus ar C’huzul-rannvro e vudjed evit ar brezhoneg dek vloaz zo. N’emañ ket ar budjed-se avat evit respont d’ar pezh a c’hortozomp evit saveteiñ ar yezh er gevredigezh hag evit tizhout 30 % eus ar yezherien er boblañs.
Hiziv an deiz eo ret lakaat e-plas ur gwir steñv-mallus gant ar Rannvro evel-just met ivez an holl strollegezhioù lec'hel hag ar Stad ma fell deomp e vefe brezhoneg c'hoazh e genoù ar remziadoù a zeu! Dav eo chom a-sav eta gant ar politikerezh ambroug d'ar marv a zo anezhi bremañ ha mont da-vat gant ur politikerezh saveteiñ ha diorren hor yezh.
Setu ma rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».
Mont war zu ur mod-ober labelizet, harpet dija war diazezoù ur garta, micherelaat, implij portfolio europat ar yezhoù...
Ober a-seurt ma vo ur c’hinnig kentelioù-stummadurioù war Breizh a-bezh ha ma c’hello an holl re a ginnigo ur oberenn stummañ kaout ur mont-en-dro yac’h da geñver an arc’hant.
En em aozañ dre diriadoù, evit bezañ gouest da skoazellañ ar c’hevredigezhioù lec’hel a gas ar c'hentelioù sizhuniek gant kelennerien a-youl vat (kelennerien, ostilhoù, micherelaat,...).
ur gouarnerezh nevesaet hag azasaet d’ar palioù.
Bodadoù labour ha komisionoù a vodo izili DAO hag ivez pa vo ezhomm, kevelerien all dedennet gant ar raktresoù. Dre ar c’henlabour-mañ e teuio da vezañ gwir da vat ar mennozh a hentenn, dre eskemm selloù ha soñjoù ar re a ginnig stummadurioù, ar re a c’houlenn anezho, ar re a heuilh anezho hag ar gevelerien….
Ur c’harg renerezh stabilaet
Ur post kargad a bedagogiezh.
A bouez-ruz eo al lodenn-mañ en hor strategiezh :
Ar youl hon eus da sevel ur gwir stummadur stummer-ez brezhoneg d'an dud deuet, o kenlabourat gant Skol-Veur roazhon II hag ar c’hreizennoù stummañ a zo anezho c'hoazh. Ar pal hon eus da ginnig ur stummadur a gaso d’un diplom, a c’hello bezañ un opsion eus an aotregezh micherel FCIS (Formateur-conseil indépendant ou salarié) kinniget gant Skol Veur Roazhon. Dav vo en dazont lakaat da daveeniñ ar vicher « stummer war ar brezhoneg d’an oadourien »..
Diazezet eo ar stummadur war 2 varregezh :
9 miz e pad ar stummadur-mañ evit tud tizhet ganto al live B2 da vihanañ da vare an tuta kentañ.
400 kelenner vo dav kaout a-benn 15 vloaz evit gellet stummañ 5000 yezher ar bloaz.:
Brasjedet hon eus koust ar stummadur-mañ da 4300€/stajiad er bloavezh 15 (3750€ ar bloavezh gentañ). Dav e vo arc’hantaouiñ ar c’houst-mañ hogozik en un doare hiniennel met en ur stern marc’hataet etre ar Rannvro, ar Stad, an OPCAoù (evit ar stajidi e stummadur dibaouez, CIF...).
Mat e vo digeriñ ar stignadoù Skoazell ha Desk a-benn desachañ tud war zu ar vicher stummer brezhoneg. O kemer skwer war ar stignadoù Skoazell ha Desk Kelenn pe bugaligoù hag o ac’hantaouiñ stummadur ar stummerien da zont e koustfe 235.000€ er bloavezh 15 ha 3.3 milion war 15 vloaz.
War ar stummadurioù hir e fell da rouedad DAO lakaat ar pouez er strategiezh-mañ
Kinniget e vez ar stummadurioù-se c'hoazh gant kreizennoù stummañ ezel eus DAO.
Kas a reont an dud da vestroniañ ar yezh koulz dre gomz ha dre skrid en ur ober 1200 eurvezh war 9 miz
War pal a 5000 den stummet bep bloaz ac’hann da 15 vloaz e vefe 4500 den stummet dre an hentenn-mañ.
Dont a-benn da stummañ 4500 den ar bloaz dre ar stummadurioù hir a dalvez :
Daoust d’an niver a dud stummet bep bloaz (500) er bloavezh 15, bezañ izel a-walc’h, talvezout a ra memestra da gaout 2200 den enskrivet war ar 4 bloaz a ra ar c’hursus.
Ouzhpenn d’ar stummadurioù hir e fell da rouedad DAO diorren an hentennoù Pevarlamm. Ar formulenn-mañ a c’hell bezañ un diskoulm evit an dud ne c’hellont ket mont war ur stummadur 6 pe 9 miz.
Kinniget e vez dija ar c’hursus-mañ gant izili ‘zo eus DAO, gant stummerien a-vicher.
Diazezet eo ar stummadur war 3 eurvezh ar sizhun, 5 devezh hag ur sizhunvezh staj, da lâret eo 160 eurvezh ar bloaz, war 4 bloaz.
Gant ar c’hoant ledannat ar c’hinnig e fell deomp diorren an hentennoù Pevarlamm. Evit respont da ezhommoù disheñvel, ha/pe da c’hoantoù pe barregezhioù hinienneloc'h.
Dre ma n’eo ket ken pounner aozadur ar c’hursus Pevarlamm, e c’hello muioc’h a izili eus DAO kemer perzh er strategiezh diorren. E giz-se e vo ur c’hinnig klokoc’h ivez da geñver an tiriadoù.
War ar 5000 yezher nevez stummet bep bloaz a-benn 15 vloaz e vefe eta 500 a zeufe eus an hentenn Pevarlamm.
Kresk an niver a zeskidi betek stummañ 500 den er bloavezh 15 a zegaso ur c’houst brasjedet a 3,6 milion a euroioù er pempzekvet bloavezh evit 2240 stajiad war pevar bloavezh ar c’hursus.
Ar c’houst-mañ vo da vezañ kemeret e-karg gant an deskidi evit ul lodenn gant ar strollegezhioù lec’hel hag ar Stad evit ul lodenn all.
Perzh Kuzul Rannvro Breizh a c’hellfe bezañ da skouer 100€ dre zeskad ha dre bloavezh evel ma vez graet gant Departamant Penn Ar Bed.
Gant ar perzh-mañ e savfe ar c’houst dre vras da 255.000€ ar bloaz evit ur sammad a 1,8 milion € war 15 bloaz.
Ne vez graet anv amañ nemet eus ar stummadurioù hir hag eus an hentenn Pevarlamm, daoust da se eo sklaer evidomp e ranker kenderc’hell da ginnig ha da ziorren ar c’hentelioù sizhuniek hag ar stajoù berr. Aze e vez graet ar c’hammedoù kentañ war hent ar yezh gant kalz a vrezhonegerien ha chom a ra ar c’hinnigoù-mañ a-bouez kenañ e bed ar c’helenn brezhoneg war Breizh a-bez.