Evit lakaat niver ar yezherien deuet d’o oad da greskiñ da vat
Diazezet eo hor c’hinnigoù evit kreñvaat stummerezh ar yezherien deuet d’o oad war pennaennoù ha gwirioù hollvedel termenet gant ar c’henemglevioù etrebroadel evel Disklêriadur hollvedel ar gwirioù yezhel.
Gant gerioù all e rank Rannvro Breizh kadarnaat ar gwir evit pep Breizhadez ha pep Breizhad da zeskiñ ha da zont a-benn da vestroniañ ar brezhoneg da vat. Rankout a ra ar Rannvro, a-gevret gant ar Stad, lakaat war-sav ar framm hag an aozioù evit ma c’hallo pep Breizhadez ha pep Breizhad en e oad gour deskiñ ar yezh d’an daoulamm e-barzh ar stummerezh « a-hed ar vuhez ».
Ar C'huzul Rannvro e vefe termenet palioù uhelek evit a sell ouzh an niver a dud deuet.
Abalamour d’ar blegenn ziaes m’emañ ar yezh e rank ar Rannvro postañ arc’hant bras en deskadurezh, evit ar skolidi evel evit an dud deuet. Rankout a ra asantiñ ober strivoù bras war dachenn an arc’hant e-pad an 50 vloaz da zont evit advuhezekaat ar yezh.
War-dro 2€ dre annezad e tispign Rannvro Breizh evit ar brezhoneg tra ma tispign Strollegezh Tiriadel Korsika 7,5 € ha Katalonia 21 €.
Kreñvaet en deus ar C’huzulrannvro e vudjed evit ar brezhoneg dek vloaz zo. N’emañ ket ar budjed-se avat evit respont d’ar pezh a c’hortozomp evit saveteiñ ar yezh er gevredigezh hag evit tizhout 30 % a yezherien er boblañs.
Hiziv an deiz eo ret lakaat e-plas ur gwir steuñv-mallus gant ar Rannvro evel-just met ivez an holl strollegezhioù lec'hel hag ar Stad, ma fell deomp e vefe brezhoneg c'hoazh e genoù ar remziadoù a zeu ! Dav eo chom a-sav eta gant ar politikerezh ambroug d'ar marv a zo anezhi bremañ ha mont da-vat gant ur politikerezh saveteiñ ha diorren hor yezh.