Devezh Bleurk

Lisez le texte et répondez aux questions.

C'hoant / Ret

Bleurk eo ma anv.

Eizh eur beure :
C'hoant 'm eus da chom da gousket.
Met naon 'm eus : ret eo din sevel.

Nav eur beure :
C'hoant 'm eus da vont da bourmen.
Met Mammig a lavar : "Lous eo da gambr ! Ret eo dit kempenn anezhi !".

Ret eo din kempenn ma c'hambr eta.

Kreisteiz :
C'hoant 'm eus da zebriñ kig.
Met n'eus ket kig ken. Ret eo din debriñ legumaj.


Div eur goude merenn :
C'hoant 'm eus da c'hoari gant mignoned.

Met glav a ra. Ret eo din chom er gêr.

Eizh eur noz :
C'hoant 'm eus da zebriñ kig !
Met n'eus ket kig ! Ret eo din debriñ soubenn !


Dek eur noz :
C'hoant 'm eus da lazhañ unan bennak.

Met n'eo ket brav.
Ha ret eo din mont da gousket.