On a retrouvé le corps du caniche de la marquise de Mimor dans la chambre froide du château. En vous aidant du plan, retrouvez le trajet de chaque suspect.
Anna : "Kuitaet 'm eus ar sal-debriñ hag aet war an tu-kleiz. Dirak an hall on aet war an tu kleiz adarre. Digoret 'm eus an eil dor war an tu dehou hag aet e-barzh...
ar sal-dañs
ar burev
ar sal-dour 1
ar saloñs
an armel yen
ar gegin
Soaz : "Er gegin e oan o fardañ boued. Kuitaet 'm eus ar gegin dre an nor a zo e-tal an hall. Aet on war-eeun ha digoret an nor gentañ a-gleiz evit mont...
er burev
er c'hav
er sal-dañs
en armel-yen
er sal-debriñ
er sal-sport
Tremeur : "Oc'h ober sport e oan. Aet on er-maez eus ar sal ha tremenet dre an nor a oa e-tal din. Treuzet 'm eus ar sal-se, aet er-maez dre an eil dor hag aet e-barzh ar pezh a oa e-tal din, da lâret eo...
ar sal-sport
ar burev
ar sal-video
ar gegin
ar sal-dañs
an dastumadeg amprevaned
Gweltaz : "En estaj kentañ e oan. Diskennet on dre ar skalieroù, kerzhet un tamm a-hed an trepas ha tremenet dre an nor gentañ war ma zu kleiz. En em gavet e oan...
en dastumadeg amprevaned
er sal-video
er saloñs
en hall
er sal-sport
er sal-dañs
Job Lakebarzh : "Er c'hav e oan evit tañva ar gwin nevez. Pa ne chome ket gwin ken on aet er-maez ha bet war an tu kleiz, a-hed an trepas. Klasket 'm eus digeriñ an trede dor war an tu kleiz. Prennet e oa. N'on ket deuet a-benn da vont e-barzh...
ar gegin
an armel-yen
ar sal-sport
ar saloñs
ar sal-debriñ
ar sal-dañs
L'arme du crime, un couteau à beurre, a été retrouvée dans le salon. Qui est la seule personne à être passée devant la porte de cette pièce et ayant pu y lancer l'arme sanguinolente ?