Ar felc'h
- Ur barrad amzer fall
- Ur banniel war ur vag
- Ur benveg evit liorzhañ
- Un organ eus ar c'horf
Ul levitenn
- Un den sakr en India
- Ur chupenn hir
- Ur pesk
- Ur goumoulenn skañv
An argouroù
- Ardoù graet pa zisplij ur meuz d'un den
- Loened eus Aostralia
- Madoù degaset gant ar plac'h nevez d'hec'h eured
- Skridoù ofisiel en ur prosez
Ur c'hulator
- Un den e karg eus ur minor
- Ur gwrezverker
- Un den a ra war-dro an tier
- Ur beleg er relijion gristen
Un drask
- Ur gorventenn
- Ur pezh dilhad gwele
- Un evn
- Ul lizher gourdrouz
Terennoù an heol
- Planedennoù tro-dro d'an heol
- Bannoù an heol
- Efedoù an heol
- Elfennoù tomm-gor e kreiz an heol
Ur siklud
- Ur c'hoari hengounel
- Un den gwisket fall
- Ur c'hleñved aet da get
- Un ti dister
Ur c'hleger
- Ur gwiskad skorn war ar mor
- Ur roc'h war an douar
- Ur benveg da doullañ koad
- Un den zo e vicher gwerzhañ kezeg
Ar malkennoù
- Blev war an divabrant
- Un niver bras a dud
- Laeron
- Koumoul du
Ar mendemoù
- Eost ar rezin
- Avelioù eus Azia ar Reter
- Gerioù hud distaget evit pareañ un den
- Saeoù an eskibien