An nemorant
- An oferenn evit badeziñ ur bugel
- Ar peurrest
- Loened mikroskopek er meurvorioù
- Ul loen kreñvoc'h evit ar re all
Ar moui
- Fank kaletaet
- Luc'hed didrouz
- Blev ar c'hezeg
- Kelien bras
Un dilsam
- Un dra gant ur galloud hud
- Un died evit pareañ diouzh ar vosenn
- Ur c'hoari gant mein bihan
- Ur wezenn eus an trovanoù
Ur gelc'hwidenn
- Un araknidenn
- Ur wialenn hud
- Ur poull-dour
- Ur gorventenn
Ur satanig
- Ur bugel displijus
- Ur pezh dilhad
- Un evn-mor
- Un armel vihan
Ar flac'hioù
- Bizhier da sikour evit kerzhet
- Merc'hed a awen ar barzh
- Lêrennoù da stagañ ar bragoù
- Boestoù evit mirout an holen hag ar pebr
Un arbalastr
- Un danvez da ginklañ an tier
- Ur c'houfr rikamanet
- Parez ar c'had
- Un arm
Ur marvnad
- Ur bank a lakaer an arched warnañ
- Un den paeet evit leñvañ da-geñver obidoù un den
- Ur barzhoneg savet da-geñver marv un den
- Ul lazhadeg
Ur bigrier
- Un den a laosk leoù-touet
- Un evn-mor
- Ur c'hrog evit tapout pesked
- Un den a chase hep aotre
Ur miton
- Ur vaneg a zisparti ar biz-meud diouzh ar bizied all
- Ur pred gant kig a laosker pell da boazhañ dousig
- Un den bihan ha treut
- Ur gward en un toull-bac'h