Chomet eo e fri war ar gloued
- Glac'haret eo en abeg d'un dra didalvez
- Marvet eo en un doare dic'hortoz
- C'hwitet en deus war ar pezh en doa c'hoant d'ober
- Debret hag evet en deus re
Ober a ran kof-gar
- Debriñ a ran forzh petra
- Chom a ran em sav
- Kerzhet a ran war treid ar re all
- Ne zebran ket kig
Diwall ! Hemañ zo tomm e zorn !
- Laer eo
- Flourañ a ra re aketus
- Leuskel a ra pep tra da gouezhañ
- Feuls eo
Te zo brizh da sac'h !
- Plijout a ra dit bezañ gwisket cheuc'h
- A bep seurt boued zo mat dit
- Hanter-sot out
- Rivinet out
Aet eo e skouarn ar c'had
- Redet ar vrud er vro a-bezh
- Dimezet eo
- Ankouaet eo
- Marvet eo a-daol-trumm
Maï zo he c'hof en he c'hein
- Gwisket fall eo
- Treut-gagn eo
- Pizh eo
- Vil-euzhus eo
Erwan zo gwad dindan e ivinoù
- Klañv-bras eo
- Pinvidig-mor eo
- Ankeniet eo
- Taer eo
Bokedoù ar garnel zo war e benn
- Gwenn eo e vlev
- Brokus eo
- Moal eo
- Teñval eo e gleved
Toull eo teod Nolwenn
- Ur piercing he deus lakaet
- Besteodiñ a ra
- Adlâret a ra ar pezh a glev
- N'eo ket evit lakaat arc'hant a-gostez
Berr eo da votoù !
- Gwarizius out
- Mezv out
- Imoret out
- Paour out