Ober a ra e gazh gleb
- Aon en deus
- C'hwezh fall zo gantañ
- Tec'hel a ra kuit
- Pilpous eo
Pig pe vran a gan
- N'eus ket tu da c'houzout en a-raok an amzer a raio ar miz war-lerc'h
- Dalc'hmat e vez un den bennak prest da ziskuliañ ar pezh en deus klevet
- Erru eo d'un oad ma cheñch mouezh an den
- Traoù kontrol a c'heller klevet diwar-benn ar memes den
He moc'h bihan zo er gêr en-dro
- Gounezet he deus arc'hant
- Ne oar ket derc'hel he zi a-ratre
- War he zu mat emañ
- Debriñ a ra kalz re
Troc'hañ buzhug
- Kousket don
- Pismigañ
- Koll e amzer
- Labourat an douar
Klask pemp troad d'ar maout
- Leuskel gerioù lous bep eil frazenn
- Hunvreal diehan
- Klask diaesterioù pa n'eus ket anezhe
- Bezañ treser dizampart
Fritañ laou
- Bezañ paour
- Skeiñ gant unan bennak
- Bezañ pizh
- Kaout aon
Re abred e kan da gilhog !
- Klask a rez ober traoù n'out ket evito
- Dougerez out a-raok an dimeziñ
- Disklêriañ a rez re abred eo aet an trec'h ganit
- Tres skuizh zo warnout
Leuskel gedon da redek
- Abuziñ an amzer gant disterachoù
- Dispign arc'hant hep kontañ
- Brammat
- Leuskel brudoù faos da redek
Amann aet e-barzh goûg ar c'hi zo start da zislonkañ !
- Ober un dra bennak diaes
- Kaout keuz bezañ graet un dra bennak
- Pa vez kustum an den gant ur vuhez aes e vez startoc'h dezhañ bevañ en dienez
- Ar re binvidig a ro nebeutoc'h eget ar re baour
Pentañ lern
- Kas e amzer gant traoù dister
- Ober traoù diaes
- Livañ gevier
- Bezañ mezv-dall