Peseurt titl a voe roet da Nevenoe gant Loeiz an Devot ?
- Dug ar Poc'hêr
- Roue Breizh
- Kont a Wened
- Impalaer ar Vretoned
E 845 e voe trec'het Charlez ar Moal gant Nevenoe
- E Roazhon
- E Gwenrann
- E Ballon
- E Besle
Piv 'oa Erispoe, roue Breizh adalek 851 betek 857 ?
- Mab Nevenoe
- Mab-bihan Nevenoe
- Niz Nevenoe
- Breur Nevenoe
Gant piv e voe lazhet Erispoe e 857 ?
- E vreur Hoel
- E vab Morvan
- E voereb Jenovefa
- E genderv Salaun
Ledenez ar Cotentin a voe staget ouzh rouantelezh Breizh dindan ren
- Nevenoe
- Hoel
- Salaun
- Erispoe
Goude muntr Salaun e 874 e voe rannet Breizh e div lodenn gant
- Hoel (kornôg) ha Rigulf (reter)
- Paskweten (hanternoz) ha Gurwant (kreisteiz)
- Tremeur (kornôg) ha Konwoion (reter)
- Gwenole (hanternoz) ha Gralon (kreisteiz)
Un arc'heskopti a voe savet e Breizh gant Salaun, daoust da nac'hadenn ar pab. E pelec'h ?
- E Landevenneg
- E Dol
- E Landreger
- E Gwened
E 888 e voe trec'h Alan, kont Gwened,
- War an Normaned e Kistreberzh
- War ar Franked e Sant-Maloù
- War arme Konwoion e Plourivoù
- War ar Saozon e Plouider
Alan Varvek, mab-bihan Alan Veur, a oa bet desavet a-vihanik
- E lez ur roue frank
- E lez ur roue saoz
- E lez ur roue norman
- E lez ur roue kembreat
Peseurt kêrbenn a voe dibabet gant an duged Alan Veur hag Alan Varvek ?
- Roazhon
- Dol
- Gwened
- Naoned