E miz Eost 2006 e voe divizet gant skiantourien ez a 8 planedenn d'ober Koskoriad an Heol. Petra eo an navvet astr a zo bet tennet e "statud planedenn" digantañ ?
Merc'her
Ploudon
Ouran
Meurzh
E peseurt galaksienn emañ Koskoriad an Heol ?
Sirus
Ar Vandenn Laezh
Karr Arzhur
Hent Sant-Jakez
Petra eo planedenn vrasañ Koskoriad an Heol ?
Merc'her
Sadorn
Yaou
An heol
Ma vije hor galaksienn a-vent gant Frañs, a-vent gant petra 'vije Koskoriad an Heol ?
Gant kêr Lannuon
Gant un atom oksigen
Gant kastell duged Breizh
Gant ur pezh ur santim euro
Peseurt planedenn zo brudet evit ar gwalennoù endro dezhi ?
Sadorn
Neizhan
Yaou
Gwener
Petra eo adplanedenn vrasañ Koskoriad an Heol ?
Ganymedes, adplanedenn Yaou
Titan, adplanedenn Sadorn
Europa, adplanedenn Yaou
Triton, adplanedenn Neizhan
Emañ an Douar e-touez ar 4 flanedenn douarheñvel. Petra eo an teir all ?
Meurzh, Yaou ha Gwener
Gwener, Meurzh hag al Loar
Merc'her, Gwener ha Meurzh
Meurzh, Gwener hag ur blanedenn aet da get
Petra eo un adplanedenn ?
Un astr a dro en-dro d'ur blanedenn ha tonket da vont da get
Un tamm eus ur blanedenn, distag diouti, hag a dro en-dro dezhi
Ur steredenn varv a dro en-dro d'ur blanedenn
Un astr na brodu ket sklêrijenn hag a dro en-dro d'ur blanedenn
Ar poltred-mañ zo bet tennet gant Voyager 2. Peseurt planedenn eo ?