Arzoù ha savadurioù e Breizh
Kwiz
Diskouez an holl c'houlennoù
<=
=>
E Plistin emañ an dismantroù-se. Peseurt savadur e oa ?
?
Termoù eus ar c'hentañ kantved goude JK
?
Ar chapel savet el lec'h ma tilestras sant Gireg
?
Ul lovrdi a zegemeras klañvidi betek an XIXvet kantved
?
Un templ en enor da Verc'her
Chapel Sant-Goneri, gant he zour stouet, a c'heller bamañ dirazi e :
?
Landelo
?
Landudeg
?
Sarzhav
?
Plougouskant
E Sant-Senour (Saint-Senoux), e kreisteiz Il-ha-Gwilun, e vez souezhet Yann-baleer gant an iliz. Perak ?
?
Dispartiet eo ar c'hloc'hdi diouzh an iliz gant an hent
?
Ar gwer-livet a ziskouez prantadoù eus an Dispac'h
?
Bulbennoù zo ouzh ar c'hloc'hdi, stumm bizantat dezhañ
?
Dorioù faos zo bet kizellet er mogerioù a-benn kuzhat an hini wir
E chapel Kervaria an Hiskid, e-kichen Plouha, ez eus un oberenn na chomfe nemet 7 eus he seurt e Bro-C'hall. Petra eo ?
?
Ur jube olifant
?
Ur maen-badez, stumm ur vag dezhañ
?
Ul liverezh moger eus dañs an Ankoù
?
Un delwenn goad eus an diaoul
Pelec'h e c'heller gwelet ar jube kaer-mañ savet er XVIvet kantved ?
?
Er Faoued
?
E Lokenvel
?
E Ploueskad
?
E Brieg
Mari Manac'h, deuet da vezañ Lady Mond, a lakaas sevel ur c'hastell e Benac'h, diskar anezhañ hag adsevel 10 metr pelloc'h. Perak ?
?
Ul lennerez planedennoù he doa aliet anezhi d'en ober
?
Ne veze ket gwelet an iliz eus he c'hambr
?
Lakaat a rae porched an iliz en disheol
?
Kavout a rae e oa re dost eus an hent
N'eus ket kalz pontoù gant tier warno en Europa ken. Unan zo e Breizh. E pelec'h ?
?
E Pontrev
?
E Landerne
?
En Alre
?
E Dinan
E chapel Lokenvel eo toullet an tri frenestr-mañ. Petra 'oa o roll ?
?
Leuskel bannoù an heol da sklêrijenniñ an aoter
?
Lakaat ar gakouzien da sellet ouzh an oferenn eus an diavaez
?
Krouiñ trouzioù melkonius pa vez avel
?
Lakaat klopennoù da vare Gouel an Anaon
Brudet eo Plouilio evit un oberenn arzel dibar en hec'h iliz. Pehini ?
?
Delwenn goad an Ankoù
?
Izelvos ivor an ebestel
?
Taolenn seiz an dugez Anna
?
Maketenn alumetez ur bladenn-nij
Ur wiblenn ispisial zo bet lakaet war lein kloc'hdi iliz Sant-Tudi e Groe gant korriganed. Petra eo ?
?
Ur vag-pesketa
?
Ur beleg
?
Un ton
?
Ur vorganez
Klikit