E-touez ar romantoù amañ-dindan, pere zo bet skrivet gant Goulc'han Kervella ?
Peseurt levr a gont istor ur Skosad er XVIvet kantved ?
Bugale Kerugan
Dre inizi ar bed keltiek
Ur brezelour e oan
Blaz an holen
Karantez etre daou baotr / Deizlevr / An Alarc'h Glas. Elfennoù peseurt romant eo ar re-se ?
Par dibar gant Yann-Fulub Dupuy
Seizh devezh warn-ugent gant Mich Beyer
Dre ar prenestr gant Goulc'han Kervella
Bouklet ha minellet gant Yann Gerven
Peseurt levr a gont istor ur familh goude ur brezel nukleel ?
Diougan Gwenc'hlan gant Per Denez
Brestiz o vreskenn gant Yann Gerven
Kenavo, Amerika gant Jakez Konan
An erc'h du gant Marsel ar Barzh
Unan eus al levrioù-se n'eo ket bet troet e brezhoneg (evit poent !). Pehini ?
The hobbit gant J.R.R. Tolkien
La guerre du feu gant Rosny-Ainé
Othello gant William Shakespeare
Jane Eyre gant Charlotte Brontë
Ur romant berr, skrivet e 1989, ne oa ennañ tamm poentadur ebet. Pehini ?
C'hamsin gant Erwan Steven
Liv ruz an hesk gant Yann Gerven
Dec'h zo re bell dija gant Annaig Renault
Ar follez yaouank gant Meavenn
Ma teu c'hoant deoc'h da lenn un istor gant tasmantoù ha muntroù ho po ar brasañ chañs da gavout ho plijadur gant :
An teirgwern Pembroke gant Jarl Priel
Penn ar veaj gant Yann-Fulub Dupuy
Enez ar rod gant Langleiz
Steudad an Ankoù gant Haroutioun Mertchian
Peseurt levr a grog gant : "29 a viz Gourhelen 1914 - Eh omp é torniñ an eost. Komz a ra ar gazetoù a vrezel, a lâr deomp, en ur zegouezh da vintin, an den a zo da heul ar mekanig. Ne gredomp ket."
Argantael
Pirc'hirin Kala-Goañv
Evel-se e oamp
Kammdro an Ankoù
Un istor tro-dro d'un delwenn a vez kontet e :
Geotenn ar Werc'hez
Valentina a Roc'han
Itron Varia Garmez
Dec'h zo re bell dija
Gant piv eo bet lakaet Ar Mabinogion e brezhoneg ?