E-touez ar yezhoù-se pehini n'eo ket ur yezh indezeuropek ?
- Ar sloveneg
- Al latveg
- An hungareg
- An albaneg
Estreget Roumania, e peseurt bro eo ar roumaneg ar yezh ofisiel ?
- Makedonia
- Moldova
- Belarus
- Slovakia
Er vro-se e vez graet gant ul lizherenneg na latin na kirillek :
- Polonia
- Lituania
- Moldova
- Armenia
Pehini eo ar yezh semitek nemeti komzet en Europa ?
- Ar makedoneg
- An turkeg
- Ar roumancheg
- Ar malteg
Un den a oar makedoneg a gompren ivez :
- Ar gresianeg
- Ar bulgareg
- Ar roumaneg
- Ar serbeg
Ur yezh mongolek a vez komzet c'hoazh en Europa :
- An hungareg
- Ar mordveg
- Ar gagaouzeg
- Ar c'halmyk
Petra eo ar feroeg ?
- Ur yezh skandinavek
- Ur yezh slavek
- Ur yezh keltiek
- Ur yezh romanek
Ar pomak zo ur rannyezh eus :
- An tchekeg
- An islandeg
- Ar bulgareg
- An daneg
Peseurt bro eo Shqipëria en he yezh ?
- Albania
- Sveden
- Kroatia
- Armenia
E peseurt bro emañ an darn-vrasañ eus ar sorabegerien o chom ?
- Slovenia
- Alamagn
- Ukraina
- Roumania