Ur c'houhez
- Ul lurell liesliv
- Ur verc'h-kaer
- Ur pentoniad boued-aod
- Ur skrivagner fall
Ur c'helan
- Ur galv
- Ur benveg evit turiañ an douar
- Un evn dic'houest da nijal
- Ur c'horf marv
Ur maodiern
- Ur ministr
- Ur c'hleñved
- Ur porzh-mor
- Ul loen gouez
Ar c'heulfe
- An difenn ouzh an dud da vezañ er-maez goude un eur lakaet
- Ur pred lipous aozet pa veze ganet daou vugel d'ar memes koulz
- Ar seblant fall gwelet a-raok na c'hoarvezfe ur gwallzarvoud
- Al lec'h ma lakaer an dilhad da sec'hiñ
Al lenkern
- Burbu war ar bizied
- Ur groc'henenn tro-dro d'an empenn
- Preñved arvevat er bouzelloù
- Letern eus broioù ar Reter
Ur jualenn
- Ur vleunienn
- Ur grogenn debradus
- Un evn
- Ur pezh dilhad
Ul langouineg
- Ul labous
- Ur ramz
- Ul lezireg
- Un den lous
Ur serch
- Ur c'haredig
- Ur c'houlaouenn-goar
- Ul loch digevannez
- Un arched
Un takon-besk
- Ur c'had
- Ur pezh dilhad hengounel
- Ur c'hoariell
- Un dornskrid rouez
Ar c'halipez
- Kregin Sant-Jakez
- Plant hep klorofil
- Loened arvevat
- Koumoul du hag uhel